Moudenn-gastell

Ur pennad Moudenn zo ivez.

Ur savenn-douar eus ar Grennamzer, ur stumm kelc’hiek dezhi, hag ur c'hastell warni, eo ar voudenn-gastell. Meur a seurt moudennoù-kastell a zo dre Europa. Anvet e vezont a-wechoù « moudennoù feodel », hogen dre c'haou.

Tour kastell Gisors, savet war ur voudenn-gastell.

Peurliesañ e vez savet ur mell treilh hag ur c’hastellig koad gant un tour-ged war e lein, e-giz pa vefe un dourell. Gwelet e vez ar moudennoù-kastell evel kastelloù-kreñv kentidik.

En Xvet kantved e teu da vezañ divarrek melloù armeoù ar Garolingidi a-benn stourm ouzh argadennoù lemm ar Vikinged hag ar « Sarasined » (anvet Maoured ivez), en Europa ar C'hornôg. Adal neuze e vez kavet emsavoc’h difenn e gornad-douar gant moudennoù, aes da sevel, gant danvez marc’had-mat hag aes da gaout. Tamm-ha-tamm e tispak ur rummad tud nevez, brezelourien pe stourmerien anezho, ur vegenn er gevredigezh a ya ar voudenn-gastell da aroueziañ he galloud. Suroc’h eo ar c’henwerzh gant an aotrounez-se dre ma tiwallont an hentoù hag ar c’hêriadennoù, pezh a laka an ekonomiezh da vont war-raok. Unan eus elfennoù pennañ aozadur an tiriadoù e teu ar moudennoù da vezañ e-tro ar bloavezh Mil. Gallout a ra an aotrou chom en e voudenn hag e teu homañ da vezañ ur bod aotrouniek. E penn kentañ an XIvet kantved e vez lakaet ar banaliezhioù e plas e pep lec’h (Forn voutin, milin voutin, presouer boutin), pezh a laka niver ar moudennoù da greskiñ ivez. Ur bilbern anezho a vez savet etre dibenn an Xvet kantved ha deroù an XIIIvet kantved, daoust da ziforc’hioù zo e bro pe vro.

Ur pezh a-bouez-bras eo ar moudennoù-kastell e mont-en-dro ar Gladdalc'helezh er Grennamzer, e Kornôg Europa.

Ur c’hastell war e voudenn e Saint-Sylvain-d'Anjou, adsavet diouzh doareoù an XIvet kantved

Developed by StudentB